pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Eire - Irlande :

War-dro kreiz ar Vtet kantved e voe ar gristenien gentañ o tont da Iwerzhon, gant Sant Padrig ken brudet o prezeg an aviel eno. A-benn 600 pe war-dro e oa aet ar c’hredennoù kozh da get. Adalek war-dro 800 e voe taget ar vro gant Vikinged ha kalz a zistruj a rejont er manatioù. Lod eus ar Vikinged-se en em ziazezas en arvor reter Iwerzhon ha dont a reas Rouantelezh Dulenn da vezañ unan eus kreizennoù pouezus ar bed viking. Rannet e oa Iwerzhon e meur a rouantelezh dizalc’h hag a oa dindan aotrouniezh arouezel an “Árd Rí” (ar roue meur). E 1166 e voe skarzhet Diarmuid Mac Murchadha roue Laighin, eus e rouantelezh gant ar Roue Meur. Goulenn a reas skoazell neuze digant Herri II roue Bro-Saoz, evit adtapout e rouantelezh. E 1169 e teuas da Iwerzhon ar varc’heien norman gentañ. E servij kurunenn Bro-Saoz e oant, met evito e labourent da gentañ penn ha n’eo nemet tamm-ha-tamm e teuas rouaned Bro-Saoz da ren war Iwerzhon. E-pad meur a gantved ne renent nemet war ul lodenn eus ar vro, er reter, anvet “The Pale”. Brezelekadennoù a voe etre 1534 ha 1691, hag e 1649-1650, dreist-holl, pa voe aloubadet Iwerzhon gant Cromwell ha lazhet miliadoù a Iwerzhoniz. En amzer-se ivez e voe degaset miliadoù a dud eus Bro-Saoz ha Bro-Skos da Iwerzhon ha roet douaroù dezho d’en em staliañ eno. Emgann ar stêr Boinn a c’hoarvezas d’ar 1añ a viz Gouere 1690 , war ribl An Bhoinn en hanternoz da Zulenn. Un emgann e oa etre daou roue a glaske tapout kurunenn Bro-Saoz, Gwilherm III ha Jakez II. Trec’h e voe aduidi Gwilherm III. Un emgann a bouez e voe Emgann ar Bóinn en istor Iwerzhon, rak skoazellet e oa Gwilherm , ur priñs protestant eus an Izelvroioù, gant ar “blanterien” brotestant diazezet en Iwerzhon, en norzh dreist-holl, tra ma oa skoazellet Jakez gant ar gatoliked. Da-heul ar brezel-se e krogas ar brotestanted d’ober o mistri d’ar gatoliked ha digreskiñ a reas levezon an Iliz katolik e buhez politikel ar vro. En amzer-hont e oa ur parlamant gant Iwerzhon, daoust ma n’o doa ket an darn vrasañ eus an enezidi, katoliked anezho, an disterañ tra da lavaret war an doare ma veze renet o bro. Savet e voe Kevredigezh an Iwerzhoniz Unanet e 1791, ur strollad a unane katoliked ha protestanted hag a oa un emsav republikan, levezonet gant Dispac'h ar Stadoù Unanet. Un emsavadeg a voe da-heul, e 1798. Met buan e voe flastret an emsavadeg ha lazhet e voe miliadoù a dud. Unan eus renerien bennañ an Iwerzhoniz Unanet, Theobald Wolfe Tone, a gavas gwelloc’h en em lazhañ e-unan en toull-bac’h, kentoc’h eget bezañ krouget. E 1800 e voe votet un Akta Unaniñ, a rae eus an enezenn ul lodenn eus ar Rouantelezh Unanet hag a zivode parlamant Iwerzhon. E 1823 e krogas un alvokad katolik,Daniel O'Connell , da gabaliñ evit ma vije roet ar gwir da votiñ d’ar Gatoliked ha dont a reas a-benn da ziframmañ ar gwir-se e 1829. Etre ar bloavezhioù 1845 ha 1849 e voe drastet Iwerzhon gant "an Naonegezh Veur" pe ar "Gernez Vras" . Soñjal a reer e varvas war-dro ur milion a dud gant an naon ha rankout a reas ur bern re all divroañ da chom bev, da Norzhamerika ha da Vreizh-Veur. Digreskiñ a reas poblañs Iwerzhon eus 8 milion a dud, a-raok an Naonegezh, da 4,4 milion e 1911. An iwerzhoneg, a oa yezh pennañ an enezenn diagent, a zigreskas kalz niver e gomzerien ivez, abalamour da zigresk ar boblañs dre vras, hag abalamour d’ar skolioù saoznek a voe digoret e pep lec’h en XIXvet kantved, ha mont a reas da get zoken e kornioù zo. Kemeret e voe e lec’h gant ar saozneg. Kenderc’hel a reas stourm ar vroadelourien avat ha meur a emsavadeg a voe e-pad an XIXvet kantved. E 1916 e c’hoarvezas un emsavadeg all, Emsavadeg Pask, gant emgannoù e kêr Dulenn e-pad sizhunvezh Pask. Mouget e voe an emsavadeg gant an arme saoz ha lakaet e voe d’ar marv an darn vrasañ eus ar renerien anezhi, evel Padraig Pearse ha James Connoly . Neuze e troas kalz tud a-du gant ar vroadelourien hag a-du gant dizalc’hiezh Iwerzhon. E Dilennadeg hollek ar rouantelezh Unanet e 1918 e voe kollet sezioù gant an Irish Parliamentary Party, a c’houlenne an emrenerezh e diabarzh ar Rouantelezh Unanet, tra ma’z eas ar muiañ niver eus ar sezioù gant ar strollad Sinn Féin , a c’houlenne an dizalc’hiezh penn-da-benn. E-touez ar re a voe dilennet e oa kalz tud o doa kemeret perzh en Emsavadeg Pask. Ur wech dilennet en em vodas kannaded Sinn Féin, e miz Genver 1919, da sevel Dàil Eireann (parlamant Iwerzhon), dre ma nac’hent mont da Di ar C’humunioù e Londrez. E-touez kannaded an Dáil Éireann kentañ-se e oa Eamon de Valera ha Michael Collins. Brezel a voe diwar neuze etre Arme Republikan Iwerzgon ( I.R.A.) hag arme Breizh-Veur, harpet gant strolladoù armet all lesanvet "Black and Tans". E 1922 e voe sinet un emglev peoc’h etre renerien an emsav iwerzhonat Arthur Griffith ha Michael Collins, ha gouarnamant ar Rouantelezh Unanet. Dre an emglev-se e veze anavezet dizalc’hiezh ur stad enni 26 kontelezh eus Iwerzhon, tra ma chome er Rouantelezh Unanet 6 kontelezh eus biz an enezenn, e-lec’h ma oa kalz protestanted o chom.

dodenn(où) :

teul(ioù):

titl
skrivagner(ien)
bloavezh embann
n'ouzer ket

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser