Ar furcher brezonek :
Kannadig-teurel krouet gant Maurice Le Dault ( o terc'hel ur stal levrioù breizhek e Pariz ) e-lec'h e kaver ardigelloù istorel, lennegel hag arzel a-zivout Breizh, studiadennoù keltiek, ac'hadurioù familhoù a Vreizh, met dreistholl goulennoù ha respontoù al lennerien...
Pennrenerien:
Maurice Le Dault eus 1905 betek 1910
Léon Durocher eus 1910 betek 1914
Intanvez Durocher etre 1919 ha 1923
Mareadegezh ar c'hannadig:
Embannet e vo ar c'hannadig etre 1905 ha 1923 nemet e-pad ar bloavezhioù brezel ( 1914-1919). Daouviziek e vo betek 1920, da c'houde e teuio er maez gwech an amzer . An niverennoù diwezhañ ( 71 ha 72 ) zo sanset trimiziek...
Goude ar brezel 14 e teuio Maurice Le Dault en-dro da Vreizh o terc'hel ur stal levrioù e Kemper.
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak