Yeun ar Gov, Yves Le Goff en ti-kêr, a zo ur skrivagner brezhonek lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ a zo bet en XXvet kantved. Noter e voe e Gouezeg. Ganet eo bet d'ar 7 a viz Here 1897 e Pleiben hag aet d'an anaon d'an 22 a viz C'hwevrer 1966 e Gouezeg abalamour d'an diabet (kleñved ar sukr).Mennozhioù broadelour en doa ha c'hoant a oa gantañ gwelout e vro o vezañ dizalc'h e-keñver Bro-C'hall, ar pezh na blije ket ha na blij ket c'hoazh da zifennerien Bro-C'hall, souverenisted hag all, evel-just. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak