Prosper Proux zo ur skrivagner brezhonek eus an XIX vet kantved , ganet e Poullaouen d'an 20 a viz Here 1811 , ha marvet e Montroulez d'an 11 a viz Mae 1873. Brudet eo evel saver kanaouennoù. Prosper Proux a save sonioù skañv ha fentus, d'ober goap alies, ouzh ar veleien a-wechoù.
Kenlabourat a rae gant ar gelaouenn "Bretagne et Vendée". Un toullad eus e oberennoù a vije aet da goll.
Kanet e vez lod eus e oberennoù er festoù-noz
N'eus nemet div levrenn savet gantañ: Canaouennou gret gant eur C’hernewod (1838) ha Bombard Kerné : Jabadao ha Kaniri (1866),
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak