pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Meven Mordiern

kinnig:

Reun ar Rouz (René Le Roux), anavezetoc'h dindan e anv-pluenn Meven Mordiern, zo ur skrivagner brezhonek hag ur yezhour gouiziek war ar brezhoneg  hag an hengeltieg . Ganet e voe d'an 29 a vie here 4878 e Bourdel  ha mervel a reas d'ar 4 a viz C'hwevrer e Kintin . Bet e oa eus krouerien ar brezhoneg unvanet hag arnevez, a-gevret gant Frañsez Vallée.  .

Un pouez bras en deus bet oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg arnevez. Kemeret en doa ar boaz da weladenniñ Frañsez Vallée  en ur ober (war droad a-wechoù) an hent etre Porzhig ha Sant-Brieg  div wech ar sizhun. A-wechoù e teue Emil Ernod  da labourat ganto ivez. Degaset en deus e ouiziegezh vras war ar yezhoù keltiek evit reiñ harp da Vallée da sevel e c’heriadur bras galleg-brezhoneg. Degaset en deus ivez d'ar Walarnerien, Roparz Hemon en o zouez, kinnigoù e-leizh evit krouiñ ar gerioù teknikel a vanke d'ar brezhoneg. Skrivañ a rae da veur a genskriver ne c'hellfe ket ar brezhoneg padout ma ne zeufe ket da vezañ ur yezh vodern a zispakfe kavadennoù  nevesañ koulz hag ar prederiadennoù  a zo bet e-doug an amzerioù kent.

 

 

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser