pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Le Clerc Louis

kinnig:

Loeiz ar C'hlerg, pe Louis Le Clerc ent-ofisiel (30 a viz mezheven  1861 – 27 a viz Kerzu 1944), Kloareg ar Wern e anv-pluenn , a oa beleg, kelenner ha skrivagner brezhoneg. Eus Lanrodeg  e oa genidik Loeiz ar C'hlerg. Goude bezañ bet beleget e 1885 e voe o kelenn e skolaj Itron Varia Wengamp . Skol vrezhoneg a grogas d'ober eno d'e skolidi e 1897. Evito e savas ul levr yezhadur, Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, hag ul levr poelladennoù da-heul,  

Brudet eo e levrioù Ma beaj Jeruzalem (1903) ha Ma beaj Londrez (1910), ma kont e eñvorennoù beaj en ur brezhoneg tregeriek eus ar c'hentañ.

E 1920 , aet hanter dall, e voe lakaet da labourat, da eiler, gant beleien Lannolon. E 1926 e roas e zilez hag ez eas da di ar veleien gozh, a oa e karmel Sant-Brieg, hag eno e varvas e 1944

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser