Ur yezhoniour oa Jacques Le Brigant. Ganet eo bet d'an 18 a viz Gouere 1720 e Pontrev . Aet eo da Anaon d'an 3 a viz C'hwevrer 1804 e Landreger..
Goude bezañ studiet evit bezañ alvokad en em lakaas da studiañ an istor.
E studioù war an hendraoù keltiek a gasas anezhañ da Strasbourg ma labouras gant Oberlin , yezhadurour brudet.
E 1779 ec'h embannas ul levr anvet "Elémens de la langue des Celtes Gomérites Bretons; introduction à cette langue et, par elle,à celles de tous les peuples connus" .
Kendrec'het e oa e teue holl yezhoù ar bed, hebraeg, sañskriteg, iwerzhoneg pe patagoneg, diwar ar brezhoneg.
Kenlabourat e reas gant Théophile-Malo Corret de la Tour d'Auvergne a gemeras plas e vab yaouankañ evel greunadour da 53 bloaz.
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak