Anatole Le Braz (2 a viz Ebrel 1859- 20 a viz Meurzh 1926), skrivagner. Gouestlet eo e oberenn da Vreizh, d’ar romantelezh ha d’ar c’hoariva keltiek, danvez e dezenn e 1904.
Anatol ar Braz [1]a oa bet ganet e Sant-Servez (Aodoù-an-Arvor). Bet e oa e dad, Nikolaz ar Bras, o labourat evel mestr-skol e skolioù publik un tamm e pep lec’h e Breizh, e Treger dreist-holl. E vamm, Jeanne ar Gwiader, a oa skolaerez ivez. Tremen a reas eta e vugaleaj e Bulien, Plouilio, Planiel, Ploubêr ha Perwenan. Pa oa bugel e tremene ivez ar vakañsoù e Bro-Dreger, ha gant ar vro-se dreist-holl eo bet awenet holl e oberenn.
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak