Pierre-Jakez Hélias, pe Pêr-Jakez Heliaz e brezhoneg, Pierre Hélias e anv ofisiel, a zo bet ganet e Pouldreuzig , e Bro-Vigoudenn e 1914 . Ur skrivagner brezhonek ha gallek eo bet.
Savet en deus kerkoulz bazhonegoù, pezhioù-c'hoari, danevelloù, romantoù ha kontadennoù. Bet eo bet ivez ur c'hoarier sketchoù evit ar radio hag un aozer abadennoù evit ar skinwel. Brudet eo da gentañ penn evit e levr gallek Le Cheval d'Orgueil ha bet embannet goude e brezhoneg gant an titl "Marc'h al Lorc'h". Marvet eo bet d'an 13 a viz Eost 1995.
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak