pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Caoussin Herri

kinnig:

Herri Kaouisin (Henri pe Henry Caouissin diouzh e anv gallek), bet ganet e Pleiber Krist  d'ar 7 a viz Mae 1913  hag aet da Anaon en Henbont  d'an 12 a viz c'hwevrer 2003  a oa un embanner, ur skrivagner, ur skeudennaouer hag ur filmaozer (diwar-benn  Breizh ) breizhat, asambles gant e vreur  Ronan Caerleon .

E 1932  e vo sekretour Y M Perrot  hag ezel eus ar Seiz Breur. E 1934  e embanno  bandou-treset Feiz ha Breiz evit ar vugale  hag e vo pennsekretour ar Bleun-Brug betek 1948.  E miz Du 1940 e embanno ar gelaouenn Ololê gant skoazell e vreur Ronan ha Vefa De Bellaing. Er bloavezhioù 50 e raio war-dro ar Skouted Bleimor  hag ar gelaouenn  Sturier  ha Sturier-Yaouankiz. E 1993 e vo enoret  gant  Kolier an Erminig  roet da re a ouestl o buhez da gas Breizh war-raok.

E vab Youenn Caouissin  a gendalc'h al labour evit difenn ar speredelezh Feiz ha Breiz en ur embann pennadoù

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser