Julien P駘age Auguste Brizeux, a vez graet Aogust Brizeug anezha e brezhoneg, a zo ur barzh romantel breizhat ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1803 en Oriant ha marvet d'an 3 a viz Mae e Montpelhier en Okitania .
Brezhoneger a-vihanik e oa, savet e gwenedeg met e rannyezh leon e skrivas e varzhonegoù abalamour da levezon Ar Gonideg. Adembannet e voe e varzhonegoù brezhonek (Telenn Arvor, 1844) hag e zastumad krennlavaroù (Furnez Breiz ) gant Roparz Hemon er gelaouenn Gwalarn e 1929.
Meur a skol pe skolaj a zo dindan e anv e Breizh hag e c'heller gwelout delwenn Aogust Brizeug el Liorzh Chevassu en Oriant
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak