pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Ar Moal Erwan

kinnig:

Erwan ar Moal, Yves Le Moal evit marilh ar boblañs, a voe ur skrivagner breizhat, bet ganet e Koadout d'an 9 a viz c'hwevrer 1874 hag aet d'an anaon er memes parrez d'ar 14 a viz c'hwevrer 1957. Desavet diwar ar maez ne zesk ar galleg nemet d'an oad a 6 bloaz. Skoliatet e lise Itron Varia Gwengamp e voe degemeret er c'hloerdi-bras St Brieg e 1894 . Studial a reas ennañ e-pad daou vloaz met ne voe ket beleget ha dont a reas da vezañ kelenner. Embannet gantañ dastumadenn kontadennoù Pipi Gonto e 1907 e reas e dreuz el lennegezh . E 1907 e teuas da vezañ pennskridaozer Kroaz ar Vretoned. Barz , ezel eus ar Gorsedd, ec'h embannas gant an anv-pluenn Dir Na Dor. Kenlabouret a reas gant Y M Perrot er Bleun Brug hag e grouas gant Auguste Bocher ar gelaouenn sizhuniek Breiz embannet etre 1927 ha 1939.

 

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser