pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Hemon Roparz

kinnig:

Roparz Hemon eo anv-pluenn Louis-Paul Nemo hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e  Brest  d'an 18 a viz Du 1900, hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e  Dulenn ( Iwerzhon) . E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.

Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an  XXvet kantved. Skrivañ a reas e-doug  hanter-kant vloaz, adalek deroù ar bloavezjioù 1920 betek ar bloavezhioù 1970 . Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù barzhoniel , c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.

Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar  brezhoneg.

 

 

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser