
Maurice Duhamel ( Maurice Bourgeaux e gwir anv ) a oa sonaozer ha politikour brezhonek ( 1884 – 1940 ). Emsaver e vo desket brezhoneg gantañ hag e kemeras perzh en emsav politikel . Dedennet gant Istor Hor Bro ec'h embannas e 1939 levrenn gentañ « Istor Pobl Vreizh» met mervel a raio a-raok ne vefe echu gantañ an eil lodenn.
Broudet gant Louis Tiercelin ez eas gant ar sonaozouriezh, dreistholl evit ar piano hag ar vouezhioù. Dedennet gant an dastum sonioù ( a Vreizh met eus broioù all ivez ) ec'h evezh a voe sachet gant ar sonerezh er radio: Kerzennour ampart e gav e awen en tonioù ha sonioù hengounel a Vreizh. E bennoberenn a zo sur-awalc'h «Musique Bretonne « e 1913: kevrollennet gantañ an tonioù gant o argemmennoù dastumet gant An Uhel. Kenlabourat a reas ivez gant Loeiz Herrieu er « Gwerzenneu ha sonnenneu Bro Gwened».
Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù
Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak