pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Abask Joseph

kinnig:

Jozef Abasq, ganet e 1923 e Gwiproñvel ha marvet d'an 20 a viz Kerzu 2006 e Sant-Ervlan, oa ur skrivagner brezhonek. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg eo bet e Naoned. Kentelioù brezhoneg en deus bet graet e skol-veur Naoned ivez.

Skrivet en deus e-barzh ar c'helaouennoù Brud, Brud Nevez hag Al Liamm dindan an anv-pluenn Didrouz peurvuiañ. Un troour diwar ar c'hembraeg (Kate Roberts, R. Gerallt Jones, Bryn Williams) hag ar saozneg eo ivez. Roet eo bet ar priz Langleiz dezhañ e 1990.

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser