pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Perennes Henri

kinnig:

Henri Pérennès  a zo bet ganet d'an 11 a viz Eost 1875 e Treboull. Goude studioù a deologiezh e Roma e vo beleget e 1898. Kelenner ha da c'houde rener Kloerdi Bras Kemper, e teuas en-dro e Treboull da berson e 1950, parrez e lec'h ez eas d'an anaon d'ar 5 a viz Meurzh 1951.

Adalek 1927 e vo rener kannadig  an arzoù-kaer  hag an henoniezh  Eskopti Kemper ha Leon e lec'h ma skrivas meur a unstudiadenn-barrez. Bez e vo ivez besprezidant Kevredad henoniezh Penn-ar-Bed .

An dastumer kanaouennoù hengounel:

Embannet a zo bet gant Henri Pérennès  un toullad brav a studiadennoù war kanaouennoù dastumet gantañ  pe gant  beleien all evel Henri Guillerm, Besco, pe ar chaloni  Jérôme Buléon. Meneget e vez gantañ ingal a-walc'h orin ar c'hanaouennoù gant un nebeut titouroù diwar kanerezed zo :Marie-Joseph Bihannik, Jeanne Le Corré,   Jeanne Le Floc’h, ...


En dielloù Departamant Penn ar Bed e c'heller lenn e envorennoù ( lod bizskrivet) gant titouroù dedennus diwar  parrez Treboull pa oa bugel enni

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser