pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Troal Youenn

kinnig:

Youenn Troal, Yves Troal e anv kefridiel, zo ur beleg hag ur skrivagner breizhat ganet e 1925 e Kombrid.

Anavezet eo dreist-holl evit bout skrivet al levr Ar C'hrist d'an Indianed, a zezrevell doare e abostolerezh e Perou  eus 1963 da 1968 hag eus 1973 da 1979. Embannet e voe e levr a-dammoù er gelaouenn Al Liamm da gentañ, er bloavezhioù 1970.

Adembannet eo bet al levr-se gant Mouladurioù Hor Yezh  e div levrenn e 2007 ha 2010 , dindan an titl Ar C'hrist d'an Amerindianed.

Kenlabourat a reas Youenn Troal gant Visant Seite  evit ober kentelioù er gevredigezh Ar Skol dre Lizer  etre 1968 ha 1973. Dont a reas da vout aotrou person parrez Plouneour-Menez  er bloavezhioù 1980 ha kelenner evit Strollad ar Vro Bagan , hag e krogas da skrivañ pennadoù evit Imbourc'h . Fiñvskeudennet e voe gant Frañs e 1973 er filmig Oaled ar vro-Bagan.

Mont a reas war e leve e parrez Langolen e  2002. Harpet en deus ar gevredigezh Tiegezh Santez Anna  evit embann he c'helaouenn Breizh da Jezuz.

Ingal e kendalc'h da skrivañ pennadoù evit ar gelaouenn Kannadig Imbourc'h.

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser